Gargadennekadur

Doareoù distagañ
Dre serriñ
Klikoù
Tarzhañ
Strakal
Entarzhañ
Fic'hal
Ruzennoù
C'hwibanennoù
Dassonennoù
Fri
Stlakat
Froumal
Tostaat
Linkus
Vogalennoù
Hantervogalennoù
Kostezennoù

Er yezhoniezh e vez implijet an termen gargadennekadur (saoz.: pharyngealization) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus un seurt doare distagañ a eil renk ma vez strishaet ar c'hargadenn keit ha ma vez distaget ur gensonenn pe ur vogalenn gant ul lec'h distagañ pennañ all.

Un ebeniezh fonemek a gaver etre kensonennoù kurunennek gargadennekaet, anvet "kensonennoù stambouc'hus", enebiet ouzh kensonennoù kurunennek plaen en arabeg ha distaget e vez al lizherenn ayin evel ur stankenn gargadenn e meur a rannyezh arabek.

Kavet e veze en oubic'heg 14 kensonenn gargadennekaet hag implijet e vezont stank pe stankoc'h ivez gant meur a yezh komzet e kompezennoù Norzhamerika, en o zouez ar yezhoù salichek hag ar yezhoù sahaptiek. Er yezhoù touek ("tuu") e kaver fonemoù ankoueekaet zoken.

Hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel e c'heller merkañ ar goueliekadur e daou doare disheñvel:

  1. dre varreniñ un arouezenn bennañ hag a dalvez koulz evit merkañ ar goueliekadur hag ar gargadennekadur, d.s. [l] > [ɫ]; pe
  2. skrivañ arouezenn ur gammaig ([ˠ]), d.s. [tˠ]. Gant an arouezenn-mañ e vez merket ar goueliekadur en un doare sklaer ha resis.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search